War ober e vez desket

Gouzout hiroc’h war « BUHEZ AR C’HLASOÙ » 20 a viz Here 2014
loupe

War ober e vez desket

klasad Bertrand

War ober e vez desket

Setu un nebeud pleustradennoù sevel tiez diwar ijin ar vugale ha diwar tiez anavezet ganto. Anv zo bet ur wezh da vrassevel tres ar skol ivez. Etre ijin ha frammoù gwir omp deuet a-benn da adkavout lec’hioù eus ar skol er maketennoù savet. Ouzhpenn an ampartiz e oa ret d’ar skolidi kaout ur sell ledan war ar savadurioù, teirventek pe blaen, a zo tro-dro dezho, bezañ gouest da sevel diwar o c’houn ha bihanaat ar bed gwir.