Kentelioù noz

Gouzout hiroc’h war « DORIOÙ DIGOR HAG EMGAVIOÙ ALL » 8 a viz Gwengolo 2016
loupe
  • Un distro-skol zo !


Tud ar vugale a c’hall dont da zeskiñ brezhoneg ivez.
Deuit da welet ur wech pe ziv da skouer evit kaout un tañva ha mont a rafec’h kuit ma ne vefec’h ket plijet evel-just.

Pevar live zo :
- Live 1 evit an deraouidi.
- Live 2 evit ar re hag o deus kroget e-barzh dija met n’int ket gwall asur c’hoazh.
- Live 3 evit kregiñ da gaozeal, da sevel frazennoù un tammig luzietoc’h.
- Live 4 evit eskemm, dispakañ e soñjoù ha tabutal a-wechoù !
Dalc’het e vo an emvod kentañ d’al lun 26 a viz Gwengolo da 7eur er c’hantin.

Darempred ha titouroù : 02 97 47 85 92
skol.gwened[at]diwan.bzh

  • Deiz skignañ Mouchig-dall

    Skignet e vo abadennoù Mouchig-dall, kanaouennoù bugale ho skol enno, adalek an 10 a viz Gwengolo. A bep eil e vo… Lenn pelloc’h
    8 a viz Gwengolo 2016
  • PROGRAMM AR REDADEG

    Programm ar REDADEG Gwened d’ar Sadorn 7 a viz Mae adal 10 e 00 Mintin : tro kreiz-kêr Gwened, Flash-Mob e brezhoneg, Redadedig evit ar vugale hag o zud, Redadeg dre baolroeñvaat àr ar porzh.
    31 a viz Meurzh 2016
  • Telethon e Gwened

    Goulennet ez eus bet digant skolidi skol Sant-Gwenn ha Diwan Kanañ un ton e brezhoneg. http://1drv.ms/1s7RQBF
    7 a viz Kerzu 2014