Jules Verne

Gouzout hiroc’h war « BUHEZ AR C’HLASOÙ » 5 a viz Meurzh 2014
loupe

D’ar 14 a viz C’hwevrer eo bet klasad Gaëtan o weladenniñ c’hoariva Anna Vreizh. Kemer a rae ar weladenn-mañ perzh er raktres “skol an arvester”. A-hed ar bloaz e heuilh klas Gaëtan meur a arvest kinniget gant ar c’humunioù tro-dro Gwened, eurvezhioù gant un arzourez a dremeno e skolidi ivez.

A-hed miz Genver en deus klasad Gaëtan labouret war Jules Verne, meur a bennad a gaver war ar blog evit testenniañ eus kement-mañ. D’ar 25 ha d’ar 27 a viz C’hwevrer o deus pedet ar skolidi o zud, an dud o deus o degemeret, an dilennidi hag an enseller da zont da sellout ouzh disoc’h o labour. Entan hag anken a rene er c’hlas a-raok degemer an dud !