Istor ar skol

Gouzout hiroc’h war « KINNIG SKOL DIWAN GWENED » 4 a viz C’hwevrer 2013

8 martolod a yae war vor e miz mae 1993, ar c’hapitain Maxime Diraison e penn er vag.

14 e oant e miz Gwenolon stalliet ‘ba skol gozh Bohalgo.

Yann-Kel a gemero plas Maxime e deroù ar blead 93.

Ur blead àrlec’h e oant 20! Trawalc’h evit digeriñ ur c’hlasad arall gant Gaëtan.

Tamm-ha-tamm, niver a vugale a gresko.

Diskoiñ a ra penaos e vanke ur skol Diwan ‘ba Bro-Gwened.

E miz Gwenolon 1996 e voe digemeret Marivon get 43 a vugale ‘ba er skol.

A-dal ar bleadoù se ne ra nameit kreskiñ niver a vugale evit monet ha chomel tro-dro da gant.

Raktresoù e-leizh zo bet ijinet get er strollad pedagogel, foetañ bro, dizoliñ buhez ar vro hag an dud, krouiñ pezhioù c’hoari, ur gazetenn ‘zo deuet er-maez ivez.

Berpet troet doc’h an diavez, raktresoù get arzourion zo bet ivez, sonerezh, arzoù plastek hag-arall !

Setu buhez hor skol, deuet de vout ur vag liant ha sonn.