Donedigezh Gwennyn er skol

Gouzout hiroc’h war « BUHEZ AR C’HLASOÙ » 14 a viz Gwengolo 2017
loupe

Donedigezh Gwennyn er skol

Degemeret he deus ar skol Gwennyn, kanourez vrudet bet skoliadet e Diwan Roazhon e 1978. Diskouezet he deus deomp ar broioù e-lec’h m »eo bet o kanañ : e Europa evel-just, met ivez e singapour, e Bro-Vietnam pe a-benn nebeut e Kanada.
Gwisket e oa gant ur vrozh bet treset ha brodet gant Paskal Jaouen, broder hag a sav dilhad nevez awenet diwar an hengoun.
Hon lakaet he deus da selaou lod eus he c’hanaouennoù evit anavezout ar binvioù implijet. Da heul hon eus dañset ar plinn asamblez ha displeget eo bet deomp ster ar ganaouenn « We can plinn » diwar-benn Martin Luther king ha stourm ar re zu.
War leurenn c’hoariva Anna Vreizh e vo d’ar gwener 22 a viz Gwengolo.