Deiziadur Diwan 2018

Gouzout hiroc’h war « AR STAL » 15 a viz Gwengolo 2017
loupe

Deiziadur 2017

Embannet eo deiziadurioù Diwan 2018.
Gallout a rit o gourc’hemenn er skol 10€ an deiziadur

Disoc’h ul labour a-stroll hag a youl-vat eo an deiziadur-mañ. Labouret o deus bugale, kerent, skolaerien ha mignoned skol Diwan Naoned. Dastumet hon eus luc’hskeudennoù eus lec’hioù arouezius e Breizh. Ar vugale, skoazellet gant un arzourez-neuziañ hag a gemer perzh ingal e stalioù ar skol, o deus krouet an tudennouigoù hag ijinet an doare da lakaat anezho er skeudennoù. Bugale all o deus skrivet an testennoù displegañ.

Hanter eus pep deiziadur a yelo da skol Diwan Gwened hag an hanter all a vez implijet evit paeañ moulidigezh an deiziadurioù ha kas war-raok rouedad skolioù Diwan.

  • Tombola Diwan

    Tombola Diwan 2017, deomp dezhi ! Evit derc’hel da greskiñ Gallout a rit gourc’hemenn ho tikedoù dre bostel :… Lenn pelloc’h
    16 a viz Meurzh 2017