An abadenn dirollet

Gouzout hiroc’h war « BUHEZ AR C’HLASOÙ » 31 a viz Mae 2018

Abadenn radio lamponed Gwened

«Lien Abadenn radio lamponed Gwened»

Deuet eo ar c’hoant din da sevel abadennoù radio a-drugarez da Guillaume, teknikour radio, ha tad er skol. Perak ober radio gant ar skolidi ?
Da gentañ peogwir eo ur raktres entanus evito, hag evidon peogwir eo un doare plijus da reiñ ur ster d’ar c’helenn. Un digarez an hini eo da wellaat al lenn hag ar skrid hep na verzfent int o-unan.

Lenn ar gazetenn (« Mon quotidien), ober un eztaoladenn dirak ar c’hlas a oa oberiantizioù a raemp ingal, met skignañ ar pezh a zedenn ac’hanomp d’ar brasañ niver, setu ur « challenge » (e brezhoneg en destenn). Goulenn a ra aozañ un tammig gwelloc’h al lavar, e zesket hon eus diwar hor c’houst. Ha setu ma lamponed o klask an titouroù o deus ezhomm el levrioù pe war internet, o soñjal en doare d’o c’hinnig dre gomz, o pleustriñ dre strolladoù, o kemer muioc’h mui a intrudu keit ha ma klasken bezañ bihanoc’h-bihanañ ma ferzh.

Gallout a reoc’h amañ selaou an disoc’h. Tro ho po da welout an araokadennoù a abadenn da abadenn, mouezhioù o vezañ asuroc’h, personelezhioù o tont war-wel… Ha ma vefec’h en o flas e verzfec’h ivez n’eo ket anat da lenn gant an ton en ur gomz en ur mikro pa vezer enrollet !

Ober abadennoù, mat eo, o skignañ gwelloc’h c’hoazh ! En ur c’hortoz ma vefent skignet war Radio LarG’, Radio Bro Gwened, pe Radio Kerne (adalek miz gwengolo) e c’helloc’h selaou un abadenn bep sizhun war al lec’hienn-mañ ha merzout pegen liesseurt eo an danvezioù a zedenn ho krouadurioù (Eus an ekzorelegenn, d’ar saotradur en ur dremen dre ar planedennoù hag ar balumed, klaoustre e kavoc’h ho lod!)

Gaëtan, mestr Lamponed Gwened