OBER A RAN UN DONEZON

    • Ober ur prof da skol Diwan Gwened

    Dibabet ho peus skol Diwan Gwened evit ho pugale, a-c’houde ugent vlez eo e vez anezhi.

    Ur strollad skolioù kevredigezhel laik eo Diwan, digoust ha digor d’an holl hag o tifenn ur bedagogiezh diazezet àr ar soubidigezh e brezhoneg en ur zoujiñ doc’h programmoù an Deskadurezh Stad, a-c’houde he c’hrouidigezh.

    Na bout eh eus ur bochad strollec’hioù é skoazelliñ hor skol, e chom memestra 25 % da argantiñ get Hatoup, hor C’huzul Skoazell ha dreist-holl get profoù an dud.

    Digoust e vez ar skolioù Diwan. Kanniget e vez ur gelennadurezh a-zoare e brezhoneg.
    Neoazh, abaoe eo bet savet Diwan e 1977, get un nebeud familhoù, e talc’h Diwan adrugarez da dud ar vugale mennet-bras.

    A-gaoz da gement-se eo a-bouez-bras deoc’h-c’hwi skoazelliñ hor skol evit kenderc’hel
    get an hent boulc’het betek bremañ da lâret eo deskiñ ar brezhoneg dre ar brezhoneg.

    Get ar lizher-mañ e kavoc’h ur follenn-roiñ hag ur goulenn treuzvankiñ miziek.
    En arbenn a-gement-se e c’hellay kenderc’hel hor skol ha kreskiñ.

    Gellet a reoc’h roiñ ur chekenn àr anv Skoazell Diwan Gwened ivez.
    Ma n’hellit ket roiñ argant, brudit ar baperenn-mañ tro-dro deoc’h. Ho tud kar, ho mignoned a c’hell skoazelliñ hor skol ivez.

    Neb skoazellour nevez a zo degemeret mat !

    E-se hon eus spi en ho sikour da ziorren ha lakaat hor skol Diwan Gwened da badout pell.
    A-drugarez deoc’h eo e chomay ar brezhoneg ur yezh vev komzet get muioc’h-mui a dud !!!

    An holl a-gevred, betek an trec’h !

    Prezidant an AEP,
    Marc Yver-Le Duic

  • Ober a ran un donezon

    19/06/13