MERENN, DIWALLEREZH, SKOAZELL

    • Merenn

    Gant Ti-kêr Gwened e vez degaset ar predoù. Fardet e vez ar roll-meuzioù gant bouedouriez an Ti-kêr, hag embannet e vezont bep miz. 4 meuz a ya d’ober ar pred : digor-pred, ur meuz gant protid, legumaj pe traoù bleudek d’e heul, un dibenn-pred. Bara bio an hini a vez servijet.
    Rankout a raer lavaret an deiz a-raok, a-benn 9 e beure d’an diwezhatañ

    • An diwallerezh

    Merkañ anvioù ar vugale : kement-se a vez graet gant ar vuhezourien (taolit evezh : keit ma vez ar vugale er porzh gant o zud emaint en diwallerezh). Gallout a rit goulenn gwelout kaier an diwallerezh.
    Holl familhoù ar skol a rank leuniañ ur follenn enskrivañ, ha pa ne chomfe o bugale nemet ur wech pe ziv en diwallerezh e-kerzh ar bloavezh-skol.

    • Skoazell d’ar skolidi

    Ar skoazell d’ar skolidi, a vez etre 4e30 ha 4e50, da lun, meurzh, yaou ha gwener. Graet eo evit ar vugale o devez bec’h gant danvezioù-skol zo. Poelladennoù a vez graet e strolladoù bihan.