ENSKRIVAN E VUGEL

  • Ma plijfe deoc’h goût pelloc’h war ar skol hag ar bedagogiezh, ma plijfe deoc’h enskrivañ ho pugel e skol Diwan Gwened, kit e darempred gant renerez ar skol, Marivon Le Vaix.

    Darempred : skol.gwened @diwan.bzh/ 02 97 47 85 92

    Er skol vamm e vez enskrivet ar vugale da gentañ peurliesañ (re vihan, re grenn pe re vras), evit ma vefe ur bloavezh deskiñ brezhoneg gant an holl vugale a-raok kregiñ gant an deskiñ lenn e brezhoneg e CP. Koulskoude, gwech ha gwech all, e c’hoarvez ganeomp degemer bugale ha na oaront ket brezhoneg c’hoazh pa vez mat ar c’honteks ha pa vezomp kazi sur ne vint ket kollet gant ar brezhoneg da zeskiñ buan ouzhpenn d’an holl draoù all zo barzh ar program.

    Paperennoù da reiñ :

    • Testeni kretadurezh keodedel
    • Testeni brec’hioù pe luch’heilenn ar c’harned yec’hed

    Ar gerent a lak o bugale e skol Diwan Gwened a ziskouez e-giz-se bezañ a-du gant Karta Diwan.