BUHEZ AR GEVREDIGEZH

  • Meret eo Skol Diwan Gwened gant ur gevredigezh hervez lezenn 1901 anvet an AEP, lakaet dezhi ar palioù-mañ :

    • reiñ un degemer a zoare da vugale Skol Diwan Gwened
    • kas ar brezhoneg war-raok e Gwened ha tro-war-dro.

    Izili ar gevredigezh eo holl mammoù ha tadoù bugale Skol Diwan Gwened. Sichenn ar vuhez er skol eo labour dic’hopr an holl mammoù ha tadoù. E penn ar gevredigezh ez eus ur c’huzul-merañ, anvet gant an an holl izili, ha dic’hopr ar re zo anvet.

    Bodadegoù a vez a-hed ar bloavezh-skol.

    Ar Vodadeg Veur : 1 wech ar bloaz evit gwelet al labour graet er bloavezh a-raok ha prientiñ al labour da ober er bloavezh war-lerc’h ha dilenn ur c’huzul-merañ nevez.

    Ar bodadegoù ordinal : studiet e vez kudennoù ar skol hag ar gevredigezh.

    Ar c’huzulioù-skol : 3 gwech ar bloaz, enne e vez bodet an tadoù pe mammoù dileuriet e pep klas hag ar skolaerien. Enne e vez kaoz eus mont en-dro ar skol, ar c’hlasoù, eus ar vuhez er skol hag eus ar raktresoù pedagogel.

    Bodadeg Veur Diwan Breizh : Emañ Diwan Gwened e-barzh rouedad Diwan Breizh ha ret eo deomp kemer perzh e buhez Diwan penn-da-benn.

    An holl war ar pont ! Pep hini krog e-barzh !

    Evit kas ar skol en-dro, evit aesaat an traoù d’hon bugale ha skañvaat ar bec’h war divskoaz labourerien ar skol eo ret D’AN HOLL kregiñ e-barzh : labourat er c’homisionoù, erlec’hiañ an dud klañv, brudañ abadennoù ar skol, ar festoù hag an Dorejoù Digor…

    Darempred: aep.gwened @diwan.bzh

  • Ar c’huzul-merañ (CA)

    7/09/16
    Ar c’huzul merañ (CA) • François-Marie Prado (kenbrezidant) • Nolwenn ROCHE (Kenbrezidentez) • Emmanuelle Bébin (Kenbrezidentez) • Réjane Hamonet (teñzorourez) • David Baudin (eilteñzorour) •… Lenn pelloc’h