Ar brezhoneg


  • Ur yezh keltiek eo ar brezhoneg, evel ar c’hembraeg, an iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos, ar c’herneveureg hag ar manaveg.
    Hiziv e lavarer ez eus 200 000 den a gomz brezhoneg e Breizh, met derc’hel a ra an niver da goazhañ dre ma varv ar vrezhonegerien gozh. Gant ar c’helenn divyezhek e klasker gwellaat an traoù ha stummañ brezhonegerien nevez. Abaoe ar bloavezhioù 1970 dreist-holl emañ ar Vretoned o labourat da adsevel o yezh. Kalz a chom da ober met mont a ra an traoù war-raok. Setu un nebeudig eus an traoù graet :

    • savet eo bet ar steuñv evit ur politikerezh-yezh gant Kuzul Rannvro Breizh e 2004
    • 13 000 bugel zo en hentadoù divyezhek
    • 5 000 a dud-vras zo er c’hentelioù-noz
    • 150 den a vez bep bloaz er stummadur 6 miz e Landerne, Douarnenez, Karaez, Plañvour, Gwengamp ha Roazhon
    • tost da 700 a vez er c’hampoù-vakansoù brezhonek bep bloaz
    • ouzhpenn 100 kumun o deus sinet Karta Ya d’ar brezhoneg abaoe 2004...


    Evit goût hiroc’h war istor ar brezhoneg, ar rannyezhoù, ar yezhadur... : Wikipedia.


    Selaou ur ganaouenn vrezhonek : Ar grilhan (ton bet tennet eus ar CD Balafent embannet gant an UBAPAR).